Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

zerc’hel evit Laouig pa deue eur freskad digand ar gerent pe an amezeien vat. Awechou, pa na veze tamm kig ebet da gas d’ezan, Laouig en deveze daou pe bewar gwenneg da brena « saucisson ». Hag ar vamm baour, o sonjal pegen disterik oa stad he mab er skolaj, a ouelas meur a wech en eur zistrei d’ar gêr goude ar marc’had. En despet da-ze, Laouig a gendalc’has war ar studi, ha biskoaz ne voe klevet o klemm.

Doue a skuilhas e c’hrasou war eur familh hag a ziskoueze d’ezan kement a volontez vat. Yec’hed a roas d’ar skolaer. Hag er gêr, dre ma kreske ar jeo, e kreske ivez ar vad. Daouzek krouadur o doa breman Yvon hag Anna ar Penker. Ha mestr Yvon, evit sikour eur familh ken niverus, en