Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
VII. - POAN A VO
Laouig a voe lakaet e skolaj Lesneven goude an eost. Ne vankas netra d’ezan, er bloavez kenta : bara kement ha ma kare ; eun tamm brao a gig moc’h ; eur volennad vras amann ; awalc’h evid ar zizun. Hag e zilhad a oa dereat.
En em blijout a reas Laouig e Lesneven. Kamaraded vat en doa kavet, hag eur beleg mat ha santel d’e hencha. Deski brao a rae. Ha pa deue e vamm pe ar c’hoar gosa d’e welet, deiz ar marc’had, Laouig a ziskoueze bepred beza laouen. Mari Gerlagen a deue ivez alies da zigas traou d’he filhor karet, hag a roe d’ezan eur gwenneg bennak da ober e zispignou.
⁂