Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —

amann beb an amzer, ha zoken eur gwenneg bennak bep bloaz ? Me va unan, daoust ha n’oun ket pinvidik, a zikouro ivez gwella ma c’hellin da veva ha da wiska ar paotr.

— Aotrou, ho trugarekât a reomp eus ho madelez evidomp. Bennoz Doue d’an aotrou Person ha da verc’hed Penn-al-Lann. Goulskoude e rankan lavarout d’eoc'h ne gredjemp biken, ni, mont da c’houlenn digant hor c’herent arc’hant pe draou-all evit skolia hor mab. Hor c’herent, lod anezo, n’int ket paour; met kalz a vugale o deus ivez, hag e c’helljent lavaret d’eomp o deus da skolia ar re-ze da genta, m’o dije c’hoant da gas unan pe unan eus ar familh da veleg. »

— « Ho mab c’houi eo a fell d’eomp, Yvon. Hag an Aotrou Doue, war a gle-