Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

neomp aman. Penaos, a gav d’eoc’h e c’hellfemp-ni beva Laouig er skol, hag e wiska ? Ha piou a baeo ar skol, aotrou Kure ? Ni a zo nec’het awalc’h aman o kaout hor boued. Mall am eus, aotrou, e vije unan eus ar baotred da rei skoazell d’in… Nao grouadur a zo, hag an aotrou Doue a roio d’eomp marteze unanig bennak all : kompren a rit n’eo ket aes da eun den e-unan gounit bara da gement a dud. »

— « Gwir eo, Yvon. Met an aotrou Person en deus lavaret e paeo ar skol. Komzet em eus da verc’hed Penn-al-Lann, hag ar vamm, Marivon, koulz hag ar verc’h kaer, Paulina, o deus lavaret e roint bep bloaz o aluzenn. Hag e-touez ar gerent ? Daoust ha ne vo ket kavet tud a volontez vat da rei eun tamm kig, pe eun tamm