Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


VI. — " HO MAB C’HOUI EO A FELL D’EOMP ! "

Laouig n’en doa ket serret eul lagad e-pad an noz. N’oa ket diwezat oc’h erruout er Penker. Mall bras en doa da welet an aotrou Kure.

War-dro dek eur ec’h en em gavas ar beleg. Raktal, Yvon, chomet da c’houennat el liorz, a voe galvet da zont d’an ti. Hag an aotrou Kure d’ezan dioustu :

— « Ac’hanta, Yvon, gouzout a rit petra oun deuet da c’houlenn diganeoc’h. Daoust ha ne vije ket eun enor hag eur blijadur evidoc’h kaout eur mab beleg ? »

— « Eo, va Doue, aotrou Kure, eun enor e vije evit hon ti. Met gouzout a rit e pe stad eman an traou ga-