Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

van, en deus diskouezet a-bell zo en doa dibabet Laouig evitan. Ne c’houlennin ket diganeoc’h mont da glask sikour digant ho kerent. Me a yelo va unan, ha dioustu zoken, ma livirit « ya ».

— « Aotrou Kure, c’houi a oar gwelloc’h egedon-me petra da ober. Gouzout a rit ne vezo den eürusoc’h eged Anna ha me ma kemer an Aotrou Doue unan eus hor bugale. »

— « Mat eo, Yvon… Neuze, Laouig, e teui da gemeret kenteliou latin, bemdez, d’ar presbital. »

— « Ya, aotrou Kure », eme Laouig leun a joa.

— « Ha breman », eme ar beleg, « emaoun o vont da welout ar gerent. »

— « Bennoz Doue d’eoc’h! » a lava-