Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —


— « Va noun, me zo o vont d’ar gêr dioustu. Da veleg ez in, o deus lavaret an aotrou Person hag an aotrou Kure Me a zo o vont da gas ar c’helou-ze d’am zad ha d’am mamm. »

— « Ya, red buan, Laouig ! Da vamm a vo lorc’h enni. »

Gwir a lavare Mari Gerlagen. Lorc’h a voe e Anna ar Penker pa en em gavas Laouig.

— « Va mamm », eme Laouig, « warc’hoaz, an aotrou Kure a deuio d’ho kaout, pe an aotrou Person ma ne c’hell ket an aotrou Kure. »

— « Ha petra zo a nevez ? »

— « Laouen e vijec’h ma ’z afen da veleg ? »

— « Laouen ? Ne c'houlennfen