Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —
ket gwelloc’h, va mab. Met n’eo ket d’in-me da goumandi… »
— « Kaout a ra d’eoc’h va zad a virfe ouzin ? »
— « Ne gredan ket, Laouig. Met piou da vevo er skolaj ? Piou da wisko ? Piou a baeo evidout ? »
— « N’ouzoun ket, va mamm », eme Laouig en eur zonjal goulskoude : « Michans an aotrou Kure a oar an traou-ze ! »
⁂
Yvon a oa wardro an ti o c’hedal distro e vab eus ar presbital. War zigarez dont da eva eur banne dour, pe da dana e gorn, ec’h en em gavas en ti. Klevet en doa mouez ar paotr.
— « Tad », eme Laouig, « daoust hag eürus e vijec’h ouz va gwelout-me war ar studi da vont da veleg ? »