Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
V. — " YA, RED BUAN, LAOUIG ! "
En eur ziskenn eus a gambr an aotrou person, Laouig a gavas diou berenn all evel an hini en doa bet araog, hag a voe pedet da gas an diou berenn-ze d’e vamm.
Eur wech er maez eus a borz ar presbital, Laouig a c’haloupas warzu Kerlagen. Ne wele den war e hent, ker buan ez ae.
— « M’eus aon out bet lakaet war ar bigorn, hirio », a lavaras tonton Fransa, a oa el liorz o trouc’ha melchen.
— « N’oun ket », a respontas Laouig, hep kemerout amzer da gomz muioc’h.
Ger kenta Laouig, oc’h en em gaout en ti a voe :