Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


II. — " AMZER A ZO C’HOAZ ! "

E ti e noun, e Kerlagen, Laouig a oa tostoc’h d’ar gêr. N’edo ket pell pell kennebeut diouz Lanc’hallez, ha Paol ar Baradoz a veze digaset bep an amzer gand ar c’harr eus a Gerc’houeriok da Gerlagen. E vreudeur hag e c’hoarezed a welas aliesoc’h ; hag anaoudegez a reas ivez gant bugale an amezeien, brasoc’h egetan, hag a deue bep sul goude ar gousperou da gaout Mari evid ar skol gatekiz.

Mari, noun Laouig, a oa eur plac’h yaouank n’oa hano ebet ganti eus an dimezi. An aotrou Doue en doa he graet kamm diouz eun tu ; met he c’halon hag he spered a oa eün meurbet. Mari n’he doa ken youl war an douar nemet da ober vad. Plijout a