Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

rae d’ezi, dreist pep tra, ober katekiz d’ar vugale. E-pad an hanv e rae skol goude ar Gousperou. Pa veze deuet ar goanv ez ae, goude koan, da di unan pe unan eus an amezeien, hag eno ec’h en em vode an holl vugale diwar-dro hag a dlie ober o faskou. Bras ha bihan en ti a gleve ar gentel. Goudeze e lenned Buhez ar Zent, e lavared grasou ha pep hini a yae d’ar gêr da glask e glud. Laouig, adalek e zeiz vloaz, a rankas heuilh katekiz ar zul, ha zoken, epad ar goanv, hini ar veilhadeg. Mari a lakae he filhor war benn an daol, el lec’h ma vez kestenn ar bara. D’e dro e tlie respont ; hag ar wialenn, tost d’ezan war an daol, a zigase da zonj ez oa red beza war evez.

D’e zeiz vloaz ivez e voe kaset Laouig d’ar skol. Ar mestr-skol a jo-