Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/18

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

reas da gaout an dintin goz hag he lavaras : « Tintin, c’houi dizale ho pezo awalc’h da ober hoc’h unan. Roit Laouig d’in breman ; d’in-me eo goude e dad hag e vamm. » Hag an dintin goz, rannet he c’halon, a voe red d’ezi en em zistaga diouz he faotrig karet. Pemp bloaz en doa ar bugel pa guiteas Lanc’hallez.