Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

ket goulskoude gant berniel-mor na gant brennig eo e vez graet eur beleg hag eun eskob.

Anna ar Penker a deue aliesa ma c’helle da welout he mab kosa. Karet he dije kaout ar paotr ganti er gêr, met gouzout a rae edo gwelloc’h e Lanc’hallez. Evelkent gwelout a rae ivez ne zaleje ket an traou da veza dishenvel e ti an dintin goz. A-benn nebeut, marvat, e vije dimeziou, ha neuze lodenn an dintin a vije bihanaet ; ne c’hellje ket lezel he mab pelloc’h e Lanc’hallez.

A drugare Doue, Mari Gerlagen n’he doa ken c’hoant nemet da gemerout ganti he filhor bihan, an « danvez eskob », evel a lavare. Mont a