Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

zistaga diouz ar paotrig karantezus a rae « e vamm » anezi. Bepred e vezent gwelet an eil gand egile. Pa ’z ae an dintin da ziwall ar zaout pe an denved, Laouig a yae d’he heul. Epad an amzer-ze an dintin a rae stamm ; hag e teske d’he « mab bihan » e bater pe istoriou santel. Awechou e veze kudennou gloan da zibuna : neuze Laouig a astenne e ziou vrec’h ; ar gloan a veze lakaet warno, hag an dintin, en eur ober ar bellenn, a lavare eur « Bater » pe eun « Ave Maria » bennak. En em blijout a raent evelse an eil gand egile, ha tud an ti a hanve Laouig « mign e dintin ».

E Lanc’hallez e oa daou pe dri eontr yaouank hag a gare o niz ivez. Ganto e teskas Laouig ober toullou da