Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

baka « borzigou » ha stignou zoken evid ar filiped a deue wardro penn ar bern kolo. Pa ’z ae unan pe unan anezo da drouc’ha boued d’ar chatal, Laouig a veze taolet er c’harr hag a veze fouge ennan pa zistroe war eur c’harrad melchen pe yeot. Hag er goanv ’ta ? Nag a blijadur pa goueze erc’h ! Laouig a veze graet d’ezan bodreou kolo stardet mat en-dro d’e zivesker, hag a c’helle redek dre al leur, warlerc’h ar botred yaouank. Eur jiletenn stamm deo, digaset d’ezan gant Mari Gerlagen, e noun, [1] eul lerou tomm, eur boutou koat kolo fresk enno a vire ouz Laouig da baka riou. E vreudeur n’oant ket gwisket evelse er Penker ; met an oad hag ar

skiant a oa c’hoaz re verr da Laouig

  1. Maeronez.