Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EUN DANVEZ BELEG


I. — PAOL AR BARADOZ

Laouig oa mab kosa Yvon hag Anna ar Penker, eus a barrez Landunvez. D’e bemp bloaz, n’oa ket bras an tamm anezan, a c’hellit kredi. Met e deod a oa distagellet mat ; kana a rae ivez koulz ha kurusted Treglonou ha sutal ken kaer hag ar voualc’h pe an drask. Dreist peb tra ha dreist peb den e kare Intron Varia Gerzent.

Eun dintin goz, eus a Lanc’hallez, en tu-all da Benfoul, he doa kemeret ar paotr en he zi, evit sikour an tad hag ar vamm : ar re-man a oa en dienez, hag o doa poan o c’hounit bara d’ar vugale a jome c’hoaz ganto. Hag an dintin-ze ne c’helle ket en em