« An dra-ze ne c’hell ket beza, aotrou person, » eme Vertele.
« A c’hell beza pa ’z eo gwir eo bet. »
« Hag ar sant nevez, aotrou person, ha deuet eo ? »
« N’eo ket ! »
« Petra a vezo graet eta neuze, aotrou person ? »
« Petra a vezo graet ? Bremaik me a lavaro d’eoc’h ! Ha n’hoc’h eus ket klevet piou a zo bet er presbital ? »
« Nann, aotrou person. »
« Ha n’hoc’h eus gwelet den ebet du-mañ ? »
« Kristen ebet, aotrou person, nemet Marc’harid ha me ? »
« C’houi ! C’houi eo eta hoc’h eus laeret ac’hanoun ? »
« Me ? aotrou person. »
« Ya ! c’houi ! »
« Me ? »
« Ya ! sur mat ! pa’z eo gwir e livirit hoc’h-unan n’eus bet den du-mañ nemedoc’h. Ha ganeoc’h eo aet !… Gwelout a rit, aet oc’h ruz betek beg ho tiskouarn. Ya ! ganeoc’h eo aet ! C’houi a zo eul laer ac’hanoc’h ! Ma c’hell beza ! Ar c’hloc’her o laerez diwar goust ar person ! Ar c’hloc’her o laerez an hini a ro bara d’ezañ !… »
Bertele a govez war bennou e zaoulin, o lavarout :
« Aotrou person, c’houi a zo mat ho kalon, c’houi a bardono d’in ! »
« Ne rin ket ! »
« Eo ! »
« Ne rin ket ! a lavaran. »
« Eo ! keuz am eus ! »
« Keuz a lavaran-me ! Keuz, e-giz eur louarn, tri biz ar forc’h war e c’houzoug ! Keuz, e-giz… n’ouzon dare petra ken ! »
« Keuz gwirion ! glac’har bras ! Ne rin ken ! »
« N’eo ket diaes, pa’z eo gwir n’eus ken ! »
« Hag e vefe ne rafen ken ! Pardon ! »
« Ha ! pardoni a ran d’eoc’h gant ma ’z eot da gerc’hat ar sant nevez. »
« Da belec’h, aotrou person ? Me a zo pare da vont. »
« D’an Uhelgoad. »
« Hag ez in. »
« A-benn pet eur e viot distro ? »
« Peder eur eo anezi… A-benn c’houec’h eur pe e-giz-se. »
« Mat, kit. »