Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
konchennou

eo… Ha neuze, me n’oun ket fachet tamm ebet : me am bezo lod ivez, e c’hellit kredi, ha ma vez mat va c’heusteurenn e vezo mat ar gwerz-butun ivez. Eur porc’hellig war e vamm hag eur c’hilhog lart, al larta, a zo lazet, hag ouz ar ber emaint zoken. An aotrou maer, ar fabrisianed, kuzulierien an ti-kaer a vezo holl amañ warc’hoaz… Ha c’houi, Bertele, d’ho lein pe d’ho koan ? »

« Foeltr netra ebet ! Ha friko du-mañ ne vezo ket ! nann ! nann ! nann !!! Siouaz Doue ! nann ! ne vezo ket ! Va gavr, gouzout a rit, a zo maro, ha dao eo d’in arboella da gaout unan-all. Ha, siouaz d’in ! abaoe ma’z eo aet gant an ankou didruez, n’eus bet nemet eur vadeziant baour, eur vadeziant evit netra. »

« Ma teufec’h amañ warc’hoaz, me laoskfe va gwerz-butun ganeoc’h, hag e c’hellfec’h prena eur c’havr-all dizale. »

« Ho trugarekaat, Marc’harid ! Allas ! nann ! n’em bezo tamm friko warc’hoaz ! tamm ebet ! Me a zo re baour ! »

« Ne lavaran ket, met warc’hoaz ho pezo kest. »

« Kest a-walc’h ! Warlene n’em boa ket touchet pevar real. Er bloaz-mañ, me a gred, em bezo nebeutoc’h c’hoaz, rak an dud o deus roet evit ar sant nevez. Ha va gavr, va Bouchig ker, eo a vezo kaoz eun tammig ivez, va Jezuz benniget ! Paohir a ra da gement hini a wel ober goap ouzin. Met arabat chom amañ da gonta kaoziou. Kalz labour am eus c’hoaz d’ober en iliz. Ar sant nevez a vezo mat ouzin, marteze. »

Ha Bertele gant e samm…

Pemp pe c’houec’h tro a ra, ha dre ma ’z a, e sav c’hoant kig en e vouzellou. D’ar seizvet gwech ez eo trec’h e c’hoant d’ezañ, hag evel m’emañ Marc’harid goz o troc’ha kaol el liorz, setu heñ da gavout ar ber ha da redek kuit gant al loen pevarzroadek, poaz a-walc’h a-benn neuze !

Digouezet er gêr, e c’halv e wreg da ranna ganti lod ar pardon, bet digant an aotrou person. Godig a gred Bertele war e gomz. Ne reont ket giziou da gregi e tamm pe damm. Godig a zebr kement ma koll he fenn. Bertele avat a yafe daou gement-all gantañ c’hoaz. Keit-all a zo emañ war yun ! Met n’eus ken !

Hag heñ d’an iliz, d’ar sakristiri. An aotrou person a zo eno o c’hortoz tud da gofes. Bertele a zeu hag ha ya hep ober van ouz netra. Hag an aotrou person da gomz d’ezañ eus al laeronsi graet er presbital.