…Aet eo Bertele. Ne gav sant ebet. Distrei a ra, teñval a-walc’h e benn, daoust d’ar maeziou beza alaouret kaer, gant an heol o kuzat dreist barr ar meneziou. Met hag heñ a ra van ouz an traou-se ?
N’eo ket deuet ar sant gantañ. Penaos mont dirak an aotrou person ?… Met n’eo ket heñ, Bertele, eo a zo kaoz, ha mont a ra :
« Aotrou person, en Uhelgoad n’eus sant ebet evit Lokeored amañ, hag an holl a c’hoarze goap ouz va fri, rak brud va Bouchig a zo aet di. »
« Ha n’hoc’h eus kavet sant ebet ? »
« Nann, aotrou person, nikun. »
« Bet oc’h e pep ti o c’houlenn ? »
« Ya, aotrou person, ha goap a-walc’h a zo bet graet ouzin, daoust ma n’eo ket peskig ebrel eo ez oun koulskoude. »
« Petra ’vezo graet eta neuze ? »
Bertele ne lavar grik.
« Ma ! Bertele, eur soñj a zeu d’in… »
« A ! aotrou person, gwell a ze ! »
« Laeret hoc’h eus ac’hanoun, neketa ? »
« Ya, aotrou person mat, ya, siouaz ! »
« Ma ! evit ho pinijenn, c’houi a yelo d’ober ar sant nevez warc’hoaz ! »
« Aotrou person ! »
« Va mantell gousperou a vezo lakaet d’eoc’h war ho kein ! »
« Aotrou person ! »
« C’houi a junto ho taouarn, a ranko beza gwelc’het gant daou wennegad saonetez, da vihana ! »
« Aotrou person ! »
« C’houi a savo war an aoter raktal goude an añjeluz, warc’hoaz-vintin ! »
« Aotrou person ! »
« Me a zigoro dor an iliz eur pennadig goude-ze, ha c’houi a chomo war an aoter a-hed an deiz betek an noz teñval ! »
« Aotrou person ! »
« Arabat e vezo d’eoc’h serri lagad ebet ! »
« Aotrou person ! »
« Arabat e vezo d’eoc’h finval an distera, na tenna hoc’h alan zoken ! »