Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
toull ar gornandoned

Daoust ha piou eta e grede mont er-maez da vale dre eun amzer ken divalo ?

Ha Laou digeri.

Ouz sked eul luc’hedenn ec’h anavezas Katell goz. Ober a reas raktal sin ar groaz, rak Katell goz he devoa ar vrud da veza eur sorserez, abalamour ma n’he devoa ti ebet.

Soñj a zeuas d’ezañ da gas anezi kuit ha da serri an nor outi, met e galon vat a voe trec’h d’e reuñkeun (doñjer, euz), ha neuze, komz Jezuz a oa en e spered :

« Me a oa hep ti, ha digemeret hoc’h eus ac’hanoun. »

Hag heñ lavarout d’ezi dont tre.

Gleb-dour-teil he zruilhou, ar baourez a ya d’azeza war an oaled. Kridienn a zo gant he izili, kloka a ra he dent.

Annaig, truez leiz he c’halon, a c’houez c’hoaz eun tammig tan raden sec’h. Ha Kastell goz a astenn he daouarn askornek a-us d’ezañ. An tan-se, tan roet d’eur paour gant eur paour, a laka he zal da ziroufenna eun nebeud, hag hi a ra van da vousc’hoarzin gant he muzellou glas.

Ar vugale, tamolodet (dastumet) en dro d’o mamm a sell ouz ar vaouez paour, ha strafuilhet int.

« Diwezat edoc’h war an hentou, ha koulskoude eo divalo an amzer, » eme Laou.

« Divalo tre eo hag, evelato, den-all ebet nemedoc’h n’en deus digoret e zor d’in. Bet oun o skei war zor ar Gwerzig a zo d’ezañ kement park a zo amañ, tro-war-dro. Kaset en deus ac’hanoun kuit ha tamallet oun gantañ beza sorserez. Ma ! gwelout a ray hag heñ ez oun-me eur sorserez ! gwelout a ray ma rank evit-se lakaat e chas war va lerc’h ! »

Daoulagad an hini goz a sav tan ar gasoni enno dre ma lavar ar c’homzou-se. Ma klask Laou lakaat he c’halon da deneraat ; hi avat ne selaou ket.

« Ya ! ya ! » emezi, « va enebourien a ranko paea kement o deus graet d’in ! Met ar re a ra vad d’in, me a oar ober vad d’ezo ivez. Me a heuilh c’hoaz al lezenn goz : lagad evit lagad ! »

« Pardonit, » eme Laou.

« Lezit ac’hanoun ganto. Roit d’in, mar plij, eun tamm plouz da c’hourvez amañ henoz en ho ti. N’hoc’h eus netra ebet da goll. »

Eur voudenn c’hoaz en tan, lavaret ar pedennou, hag an dud da gousket.

Huñvreou kaer a reas Laou hag Annaig. Ar baourez koz a