Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
konchennou

zo dirazo par d’eur briñsez hag, evit o faea, a ra d’ezo dont da veza pinvidik-mor. Peziou aour a zo berniet en o c’hichen, ha kemerout a c’hellont kement ha ma plij ganto.

Tapet int pa zihunont. An hini goz, he filhou bepred en dro d’ezi, a zo astennet e-kreiz al ludu war an oaled. He fri, kamm evel beg eur sparfell, a zo stok ouz he chiñk (groñch) ; he zal a zo roufennet splann ; he chotou a zo krizet. An trouz a zo gant ar vugale a ra d’ezi divorfila, hag e trugareka ar c’here o lavarout, en eur rei eur c’horned d’ezañ : « Er c’horned-mañ e kavi peadra da zont pinvidik. »

Laou a soñj en e huñvre. Emañ o vont da lavarout « Bennoz Doue » da Gatell, met houmañ a zo aet kuit.

Ha Laou er-maez da lonka eur banne aezenn-vintin. Klevout a ra komzou kounnaret ha malloziou ; Gwerzig hag e bried a zo war an hent bras o skraba o fenn, o chas o yudal en o c’hichen. An tan a zo kroget e ti Gwerzig, ha devi a ra kement tra a gav : keuneud, plouz, foenn, kreier hag all…

Laou a soñj e komzou Katell : « Paeet e vezin ! »

Heñ avat a zo laouen da veza digemeret ar sorserez. Perz a gemer, koulskoude, e chalamant Gwerzig a zo revinet tre.

N’en deus ket digoret Laou e gorned c’hoaz. Ennañ e kav eun tamm paper hag eur c’houlaouenn.

« Hag aze ez eus peadra da vont da binvidig ? Eun tamm paper hag eur c’houlaouenn ! Katell goz he deus graet goap ouzin ! »

Savet eo e zorn da stlepel an traou-se pell dioutañ.

« Mat ! n’her grin ket koulskoude, » emezañ. « Sellomp outo. Ha da genta ar paper. Skrivet ez eus warnañ. Gwelomp petra. » Hag e lenn :

E-kreiz ar maen a zo e-kreiz an oaled, el lochennig-mañ, ez eus eun alc’houez hag eur bizou (gwalenn). Setu amañ da betra int mat : an alc’houez a zigor ar roc’hell a zo er penn pella da Doull ar Gornandoned, pa vez lakaet warnañ en eur lavarout : Digor da zigor ; an hini a vez ar bizou en e zorn ne vez ket gwelet. E-keit ha ma chomo ar c’houlaouenn war elum, ar roc’hell a chomo digor ivez pe, da vihana, a c’hello beza digoret. Met gwaz a ze d’an hini a vezo en Toull pa vezo maro ar c’houlaouenn ! Da viken e chomo eno !… Gwaz a ze d’an hini a vezo paket gant an deiz en Toull ! Lazet e vezo !!!

« Alo ! » eme Laou, « setu kavet teñzoriou, rak ar gornandoned a zo paotred pinvidik ! »