zenn a veze skoazellet gantañ da geñver ar votadegou. Ha pa veze tremenet ar reuz a lakae ar politikerez da sevel e-touesk Bretoned hon tolead, e tistane da Yann ar Floc’h, hag ec’h adkroge da skriva, evit e genvroiz, ar c’hontadennou kaer-se am eus komzet anezo hag a lennoc’h bremaik el levr-mañ.
Hogen ouspenn eun dastumer pe aozer marvailhou e oa Yann ar Floc’h. Anaout a ran eur pez-c’hoari farsus, bet savet gantañ ha chomet diembann, « An trên marc’had-mat ». Savet en deus bet ivez eur romant, « An Divroet », bet embannet dre bennadou war ar « C’hourrier », adalek mezeven betek miz here 1908, hag a gaver displeget ennañ chañsou mat ha fall eur paotr yaouank eus Pleiben, aet da foeta bro da Bariz ha d’an Amerik. Er romant-se, koulz hag e soniou, gwerziou ha barzonegou hor skrivagner, n’eus ken ano nemet eus ar garantez e dlefe ar Vretoned maga e-keñver o bro c’hinidik. Eur galv int d’ezo da veza feal d’o Breiz, d’o yez ha d’o c’hustumoù ha da veza difennourien kalonek ha gredus an herez deuet d’ezo a-berz o zadou.
Daoust d’ezo da gaout an holl berziou mat-se, ha da veza savet brao ha frammet a-zoare, n’eo ar skridou-se, koulskoude, na gwelloc’h na falloc’h eget ar re a veze savet gant ar skrivagnerien vrezonek-all, d’ar mare-se. Hogen e-lec’h ma ’z eo en em ziskouezet Yann ar Floc’h eur mestr, eo war dachenn ar c’hontadennou. Eno edo en e vleud ha gouezet en deus teurnia dispar an traou burzudus en devoa da zibuna. N’eo ket ijin ha faltazi a rae diouer d’ezañ ha lemm hag ampart e veze e bluenn da liva taolennou ha da zisplega darvoudou.
Arabat soñjal, evelato, eo didalvoud ar pez en deus skrivet hor mignon, estreget e gontadennou. E varzonegou, o veza ma n’int ket stummet hervez an doare nevez de sevel gwerziou, ne vint ket prizet, marteze, gant barzed an amzer-vremañ. Ha, koulskoude, nag a nerz hag a vuhez en e werz kaer « Ar Re Unanet » :
E miz here pemzek kant dek ha pevar-ugent,
Tud holl barreziou Kerne, dispont a oa en hent
O kerzout war Garaez laeret gant eun treitour,
Gant an Tregeriad Leskoad, gwerzet d’an enebour…
Evel eur gwir Vreton e kare Yann ar Floc’h Breiz, e vro. Hogen an tolead tosta d’e galon a oa korn-bro Pleiben, hep mar ebet. Hen diskouez a ra be wech ma kav an tu da gomz eus e barrez c’hinidik, ha neuze e ra fougasou ganti. N’he