deus ket he far tro-war-dro gant he iliz, he c’halvar, he chapeliou… Fouge a zo en hor skrivagner pa vez ano gantañ eus he zud veur, Buzid, Leinlouet, ar Balb…, hep gouzout d’ezañ n’eo ket aotrou ar Vuzid, hogen hini ar Birid, a oa e penn tud Pleiben pa ’z ajont da Garaez da stourm ouz Liskoad, ha n’eo ket e Pleiben e oa noter ar Balb, mestr ar Bonedou Ruz, met e Kerglov, tost da Garaez.
Plijout a rae d’ezañ giziou ar vro ha bepred, e-keit ha ma ’z eo bet e Pleiben, en deus bet douget gwiskamant e barrez, dilhad mezer ha voulouz du gant eur gouriz glas, anvet turban. Setu perak, en e gontadenn « Oferenn an Anaon », o komz eus liou gouriz ar beleg a zo o vont da bignat d’an neñv, e lavar e oa « glas evel hon turban ».
Er penn kenta eus ar bloaz 1914 e oa ano da sevel, e-touesk ar bobl, eun emgleo da strolla mignoned ar brezoneg hag a vije anvet « Kendirvi Breiz ». Yann ar Floc’h eo a dlee kemerout ar penn eus ar strollad e Pleiben. Goulenn a ris digantañ beza lakaet war roll ar « gendirvi », ar pez a voe asantet kerkent. Hogen dizale e strakas ar brezel bras ha setu m’en em gavas diskaret an emgleo nevez a-raok beza bet savet mat a-walc’h.
Diwar an deiz ma krogas ar brezel ec’h ehanas Yann ar Floc’h da skriva. Bez’ e oa traou hag a zisplije d’ezañ. Da genta doare-skriva Vallée ha da c’houde brezoneg « Gwalarn », kalz re-bell, war e veno, diouz brezoneg ar bobl. Setu, war a gredan, darn eus an abegou a reas d’ezañ diskregi diouz e bluenn.
Mervel a eure d’an 2 a viz gouere 1936, e bourc’h Pleiben, e skeud an iliz kaer a gare kement hag en devoa tremenet enni an darn vrasa eus e vuhez oc’h ober war-dro al lec’h santel, en e vicher a gloc’her.
C’hoant am eus bet da rei ar skrivagner da anaout ar muia ’r gwella hag e welan bremañ e chom nebeut a blas ganin da gomz eus e skridou.
Disheñvel war ze diouz ar skrivagnerien vreton-all hag o deus bet graet implij eus yez o c’horn-bro evit sevel o labouriou, re Gerne ne skrivont nemet e brezoneg Leon a zo abaoe pell ’zo, yez lennek Kerneviz. Heuliet en deus ivez Yann ar Floc’h ar c’hiz-se evel kalz re-all araozañ, daoust ma plije d’ezañ lakaat en e skridou poziou tennet eus yez Kerne hag ivez eus hini Bro-Dreger.