Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
7
raklavar

Kerne, er penn kenta eus ar c’hantved-mañ, dindan al lesano a Yann ar Floc’h. Sevel a reas ivez gwerziou, soniou ha barzonegou hag, e-touesk ar varzed, e voe anvet « Pintig », eun ano hag a zeree mat outañ. Ken seder ha ken laouen e veze atao hag al labousig-se hag a voe evel e batrom hag e baeron.

Ganet e voe Yann ar Floc’h e Pleiben, d’ar 25 a viz c’houevrer 1881 ha mab e oa da Gaourantin pe Gaou ar Pach ha da Frañseza Suignard.

Er bloaz 1894, goude beza bet er skol e Pleiben betek e drizek vloaz, e voa kaset Yann ar Floc’h da studia d’ar Folgoad, evit beza mestr-skol kristen. Tri bloaz diwezatoc’h, e 1897, e yeas da beurechui e studi da skolaj Breudeur an Deskadurez Kristen, e Ploermel. Ac’hano, er bloaz 1900, e tistroas d’ar Folgoad, hogen evel kelenner ar wech-mañ.

Mont a reas ivez d’ober skol da Berwenan (Bro-Dreger) e-pad eur pennad amzer. N’ouzon ket pegeit e chomas eno ; pell a-walc’h da vihana evit deski brezoneg ar c’hornad-bro-se a gavomp poziou anezañ skignet en e skridou.

N’en devoa ket Yann ar Floc’h nemeur a yec’hed ha dihet e veze alies gant ar verr-alan. Setu ma rankas nac’h e vicher kelenner e-doug ar bloaz 1908. Neuze e yeas da Sant-Fregant, e-pad eun nebeud miziou, da zerc’hel ar c’hoñchou en eun heskennerez. A-benn ar bloaz war-lerc’h e voe goulennet da gloc’her (sakrist) gant aotrou person Pleiben hag e tistroas d’e barrez c’hinidik. Dimezi ha reas eno hag en devoe peder merc’h ; unan eus ar re-mañ a varvas yaouankik-tre. E-ser ober e labour war-dro an iliz e savas eur stal-goñverz e-lec’h ma kaved priach, gwer, paper, ha traou-all evel-se, da brena.

D’am meno e chomo beo e-pad pell, e-touesk Pleibeniz, an eñvor eus Yann ar Floc’h. Hegarat e veze hemañ atao ouz an holl, ha prest bepred da sikour ha da heñcha ar re o deveze ezomm da veza skoazellet. N’en devoa ket e bar da lakaat ar fiziañs hag al levenez da ren en-dro d’ezañ. Ne veze ket morse teñval e benn, daoust d’ezañ da veza klañv pe brederiet a-wechou.

Ne zisplije ket d’ezañ ar politikerez, ha gouzout mat a ouzon e save pennadou flemmus hag entanet, koulz e brezoneg hag e galleg, evit difenn e gredennou hag e wiriou a gristen dispont ha kalonek ha diarbenn e enebourien, pa falveze d’ar re-mañ kavout abeg en e venoziou, pe stourm ouz ar goste-