enno, hogen abalamour muioc’h c’hoaz marteze d’an istoriou burzudus, skrijus pe fentus a veze warno da lenn !
Bremañ, pa ’z eo maro hor c’honterien goz, e c’hellomp c’hoaz, a drugarez da skrivagnerien ’zo, kaout an tañva eus ar c’hontadennou o deus hon diduet e-doug bloaveziou tenera hor yaouankiz. Piou ac’hanomp n’eo ket bet deverret e spered, ha n’en deus ket bet e walc’h a blijadur, o lenn « Pipi Gonto », « E Korn an Oaled », « Eur Sac’had Marvailhou », levriou bourrus kenañ hor c’henvroiz Dir-na-Dor, an aotrou beleg Jezegou hag Ivan Crocq (Doue d’e bardono), dastumet ganto enno ar brava ha plijusa istoriou a zo bet klevet morse en hor bro ?
Hogen, ouspenn ar skrivagnerien-se, e oa c’hoaz re-all, peuz-kollet an eñvor anezo bremañ, hag o deus dastumet pe, marteze, savet evit ar bobl kontadennou dispar hag a zo bet moulet war ar c’hazetennou emaoun o paouez ober meneg anezo. Met kement a vez embannet, netra nemet war ar c’helaouennou, a vez ankouaet ha kollet buan a-walc’h peurvuia. Rak-se ma n’eo ket muioc’h anavezet, hirio an deiz, ar gonterien a skrive er c’hazetennou, eo abalamour ma n’eo ket bet miret o skridou e levriou.
Ar c’hontadennou a zo amañ war-lerc’h a zo bet skrivet gant eur skrivagner eus ar rummad-se, gant va c’henvroad ha mignon Yann ar Floc’h (Doue d’e bardono). O c’havet em eus e dornskridou savet gantañ hag a zo miret gant e intañvez hag e vugale. D’am meno eo bet Yann ar Floc’h unan eus hor gwella konterien, ha setu perak em eus soñjet lakaat moula en eul levr marvailhou a zibunas gwechall dre skrid, evit didui e genvroiz hag a blijas kement d’ezo.
Roet o deus intañvez ha bugale va mignon Yann ar Floc’h aotre da gas al labour-se da benn, hag a drugarez d’un den brokus ha largentezus, mignon gwirion ha feal d’ar brezoneg, e c’hello beza sevenet kement-se.
Ra vint trugarekaet en ano Breiz evit ar skoazell a roont evel-se d’hor yez, ken gwallgaset bremañ a bep tu, ha ra gouezo puilh warno bennoz an Aotrou Doue ha Sent koz hor Bro !
Anavezet mat em eus Yann ar Floc’h. E ano en ti-kêr a oa Jean Le Page, hogen an holl e Pleiben a rae Jañ Pach anezañ. P’en em lakeas da skriva e komz-plean e troas a ano e brezoneg rik ha setu ma teuas da veza brudet e Leon hag e