« Pe seurt klaoustre a rit-hu ? »
« E-giz a garot. »
« Ma ! bez’ em eus eun dra bennak o kousket du-mañ ha lakaat a rafen a-walc’h eun tammig… »
« Pegement ? »
« Evel a garot. »
« Ma ! tregont skoed ! »
« N’eo ket netra eo ! »
« Re eo ? »
« Gounit a rin sur. Met re eo, a gav d’in. »
« Tregont skoed pe netra ! »
« Graet ar marc’had. »
« Tregont skoed ? »
« Tonkit aze. Bremaik me a zañso eur jabadao e-giz pa oan paotr yaouank er gêr. »
Hag an daou vignon war-du ti Laou, goude yec’hedou gant bep a chopinad sistr eus an hini gwella.
Oc’h aoza koan emañ Fant. Per a ya ker goustadik en ti ma ne glev ket Fant anezañ, ha chom a ra a-dreñv ar speurenn a zo e-tal toull an nor ; ha bez’ en deus fiziañs leiz e c’hodell.
« Nozvez vat, an hini goz, » eme Laou. « Prest eo koan ? »
« C’houi eo, Laou : nozvez vat d’eoc’h ! Doue da vezo meulet pa ’z oc’h deuet ken abret d’ar gêr. C’houi a vez atao fur, Laou. Hag ar foar ? »
« E feiz, na fall na mat. Pa oan digouezet er vourc’h, ne oa den ebet war al leurgêr. Me a grede d’in e oan an hini kenta, ha me da blas ar saout, stad ennoun evel just. A-benn eur c’hrapad, eun ostizez a lavaras d’in :
» Petra c’hortozit ? va den mat. Ma ’z oc’h deuet da werza ho puoc’h, c’houi a zo digouezet fall. Ne vezo marc’hadour ebet hirio, rak dec’h edo ar foar. »
« Ho trugarekaat ! » emezoun d’ezi.
« A ! Traou Doue ! » eme Fant, « gwir eo. Na me a oa kollet va fenn ganin an neizour ! »
« Bah ! Bah ! koantig, n’eus droug ebet. Roet em eus ar Velen evit eur marc’h. »
« Evit eur marc’h ! »
« Ya. »
« O ! na mat hoc’h eus graet, Laou. Bennoz Doue a lavaran d’eoc’h eus a greiz va c’halon. Ni a c’hello ivez eta mont