Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
KONCHENNOU

d’an oferenn en eur charbañ, kerkoulz ha kement-all a dud hag a zelle ouzomp diwar o hellou. »

« A ! feiz, Fant gaez ! ni a c’hello hag a ranko mont war hon troad c’hoaz. Ar marc’h n’eo ket deuet ganin. O vont d’ar gêr e troguzulis, hag em eus roet anezañ evit eur pemoc’h, respet d’eoc’h. »

« Sellit eta, just ha just, keit ar walenn hag ar fust. Setu ar pez am bije graet va-unan. Bremañ e c’hellin ober gwadegennou e-giz n’eus forz piou, hep disoñjal nag ar silzig nag ar mikammou. Ha neuze, pa zeuio an amezegiez da welout ac’hanomp, ni hor bezo, e-giz an holl, kig sall hag anduilh da rei d’ezo. Na seder e vezint, ha me ivez ! Pa soñjan ez-leal ivez, livirit d’in petra hor bije graet gant eur jao ? Mat eo hon treid ar drugarez Doue. Pa vijemp bet gwelet, hor bije klevet : Sellit eta ! Sellit, al lorc’hentez o tremen ! Evel re-izel eo d’ezo mont war o zroad da welout an Aotrou Doue, heñ ha n’eo ket bet morse e gwetur ebet !… Ar pemoc’h d’e graou. »

« N’em eus ket digaset anezañ : evit eur c’havr… »

« Hoc’h eus roet anezañ ? Eus ar gwella, mignon. C’houi, Laou, a zo eun den fur hag a oar an traou. Ya ! Petra hor bije graet gant eur pemoc’h ! Astennet e vije bet o biz gant an dud war-du ennomp ha lavaret ganto : An dud lontrek ! an dud dislañgour ! an dud lipous ! kement a c’honezont a zebront ! Ne soñjont nemet en o c’hof !… Met gant eur c’havr me am bezo laez hag amann gwenn, ha marteze, Gwerc’hez Vari ! gevred bihan ker skañv o izili. Ar vouchig d’he c’hraou ma ’z an dioustu d’he gwelout ! »

« Na dit ket re-vuan, va Fantig. Ar c’havr a zo chomet war va lerc’h evit eun dañvadez. »

« A ! Laou, evidoun-me eo hoc’h eus graet an dra-ze. Ha pa ’m eus neiziou logod eo d’in mont da c’haloupat kamboulou, savennou, girzier, warlerc’h eur c’havr, da derri va gouzoug marteze ? Met eun dañvadez (a vez maget gant soul ha palez), bennoz Doue d’eoc’h ! Eur sout a zo eviti ma n’eo ket mat kraou an Duez. »

« O ! mat tre eo, met ne vezo ket evit an dañvadez. Eur gway am eus bet eviti. »

« Ho trugarekaat ! Laou…

(Per a gren gant aon da goll e arc’hant.)

…Petra d’ober gant eur mennig ? N’em eus na karr na stern ha tenn eo stenni (gwiat) ; ha ret e vefe ouspenn