Peogwir eo digor e gof, e tebr Laou e bemp real betek an diner diweza : n’eo ket souez, neketa ?
« Petra am bije graet gant va c’hog ma vijen maro gant an dienez ? » emezañ.
Ha dinec’h eo. Perak ne vefe ket.
Dre ma tosta ouz ar gêr, e laka Laou e spered da soñjal e kement en deus graet en deiz-se, penaos en deus graet e varc’had, penaos en deus kaset e Velen da varc’h, e varc’h da bemoc’h, e bemoc’h da c’havr, e c’havr da zañvadez, e zañvadez da way, e way da gog, e gog da bemp real, e bemp real en e gof hag teu d’ar gêr diner ebet gantañ. N’en eus tamm chalamant ebet evit-se. A-barz mont d’e di, ez a da gavout Per ar C’hamm.
« Ac’hanta ? Laou, » eme hemañ. « Hag ar foar ? Mat e oa war ar saout ? »
« Ar foar n’eo bet na mat na fall evidoun. Ne c’hellan ket lavaret eo bet mat tre va zro, ha koulskoude n’am eus tamm ebet da glemm. »
« Petra ? »
« Feiz, Per, me ne soñjen ket, er mintin-mañ, edo ar merc’her hirio, hag eo bet foar Bleiben dec’h. »
« Ya avat. »
« Memes tra eo graet va marc’had. »
« Penaos an diaoul, eta ? »
« N’eus bet diaoul ebet war va zro. »
Ha Laou a gont da Ber kement a zo c’hoarvezet gantañ.
« Eur stal vrao ! » eme hemañ. Na digemer mat ho pezo digant ho kwreg ! Doue da vezo ganeoc’h, va faour-kaez Laou ! Evit dek skoed ne garfen ket kaout va zreid en ho potou ! »
« Mat avat ! Falloc’h e c’hellje beza aet an traou hep mar : met pe fall pe vat ar pez am eus graet. Fant ne lavaro grik. »
« Kredit an dra-ze hag evit dour. Komz brao a rit hag estlammet oun ouz ho klevout : met ne gredan ket eur c’hraf divar-benn kement-se. »
« E-giz ma plijo ganeoc’h ; met me a oar petra a lavaran. »
« Ne lavaran ket. Koulskoude… »
« Petra ? »
« Diaes eo d’in kredi. »
« Ma ! gwir e vezo. »
« Me ’bario na vezo ket ! »