Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
LAOU HA PER

met ne glemm nemet muioc’h ha truezusoc’h a ze. Mont a ra memes tra betek an Ti-Gwenn.

« Falla loen ! » eme Laou, « ker pennek eo ha gwreg Per ar Bordeller ! Piou en devo an dra-mañ ? »

« Graet ar marc’had mar karit, » eme Baol-ar-pleuñv a zo o tremen. « Kemerit ar gway lart-mañ, mat—tre d’ober morlajez a-benn eiz deiz amañ. Gwelloc’h eo eur penn-gwazi beo eget eun dañvad liou ar maro warnañ. Met abalamour d’eoc’h, va den mat, e rofen va gway a-walc’h. »

« Doue d’ho paeo, » eme Laou. « Dalit. »

Ha setu troket ar mennig ouz ar penn-gwazi.

Tra aes n’emañ ket er bed-mañ. Ar gway, choupet gant Laou war e vrec’h kleiz, a zo nec’het bras ha gant e veg, gant e dreid, gant e ziouaskell, e klask mont kuit. Laou a ya skuiz buan er gouren nevez-se.

« Foei ! divaloa loen eur gway ! »

Hag e Mogwenn e ra marc’had adarre. Eur c’hog en deus evit e way, eur c’hog kaer e bleuñv, hir e hellou, ruz-tan e glipenn. Ar wech-mañ avat, Laou a zo laouen. Ar c’hog, eur poell ouz e zivesker ha dalc’het e benn d’an traon, ne lavar ket kalz a dra : tevel mik a ra token pa wel ne dalv netra d’ezañ kas e gan en-dro bep ar mare. Ha peoc’h a zo ganto o-daou.

Gwasa ’zo eo e teu an noz, goustadik avat, met dont a ra. Ha n’emañ Laou c’hoaz nemet en Ti-Ruz.

O veza ma ’z eo aet mintin mat eus ar gêr, emañ war yun, gwak e gof goullo, ha, siouaz ! gwenneg ebet en e chakod. E zivesker a bleg dindan bec’h e gozni, e vouzellou a c’halv eun dra bennak, e c’hourlañchenn a zo ker kras hag eur balforn. Ret eo dibri, n’eus ket da durlutat, pe chom da vervel war an hent. An dra ziweza-mañ ne blijfe ket nemeur da zen.

Ha Laou en ostaliri. Soñjal a ra :

« Eur banne dour sklaer hag eun tamm bara sec’h am bezo, en an’ Doue. »

Ne gred ket goulenn evelato. Otus (fier) eo an tamm anezañ. Emañ digor e vuzellou memes tra — an naon a zo trec’h d’ar vez — hag eur gomz truezus a zo war veg e deod, pa glever unan o hopal :

« He ! pegement ho kog ? »

Ha gwerzet al loenig paour.