Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
KONCHENNOU


« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »

Hag heñ a gas e zorn d’e benn hag a gav diskouarn marc’h e lec’h e re, nijet ne oar dare da belec’h.

Hag ar paour-kaez Marc’h a goll e spered, ha tec’hout a ra timat ac’hano. Dre an noz du-dall e tec’h, e tec’h, e-unan penn. Koll a ra e skiant vat gant an hekleviou a gendalc’h gwelloc’h-gwella da gas an eil d’egile :

« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »

Treuzi a ra eur c’hoad bras, hag ar skourrou, o plega gant an avel, a lavar kenetrezo :

« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »

Tremen a ra dre eul lanneg, ha brug ha lann a vouskan :

« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »

Geot ar parkeier, bleuñv ar pradeier, kivni ar vein, touskan ar gwez, an ezenn o redek er saonenn, pep tra a hop :

« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »

An hoper-noz a gri d’al loar :

« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »

An teuzed o deus da son-dañs :

« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »

Ar gaouenn ha labous an Ankou a zo seder o voudal :

« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »

An eostig, war e vod, a richan, war eun dro gant hiboud an dour :

« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »

Marc’h a c’haloup endra ’c’hell, met an eil pez eus e zilhad o steki ouz egile a ra :

« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »

Atao o tec’hout, bepred o redek, dalc’hmat o c’haloupat, ar roue Marc’h a zigouez en e gêr, berr warnañ, e c’hellit kredi, a-barz ma ’z eo strinket ar goulou-dreiz.

Mont a ra d’e balez ha ne ro aotre ebet ken da zen da zont betek ennañ. Ma ne oar ken an dud hag heñ ez eus anezañ, kerkoulz lavarout. Pa ro eun urz d’eur mevel bennak, dioustu eur ouel hag a dap betek an douar a souch e benn. Met a vouez a zo ken taer ma ne gred nikun chom hep senti war an tomm.

Kreski a ra e varo evelato, hag o veza an ne fell ket d’ezañ kaout anezo hir, e teu eur perukenner bep sizun da droc’ha anezo d’ezañ. Rankout a ra ar roue lezel ar perukenner da welout e ziskouarn-marc’h hag e vleo reun. Gant aon e tiskuilhfe kement-se e laz anezañ raktal bep gwech.