a fuilh gant ar vorenn war e skoaz noaz ; ouz he c’herc’henn ez eus en istribilh eun alc’houez aour. Ha Marc’h anavezout Ahez, pe Zahut, merc’h ar roue Gralon ; Dahut, an hini a rae yaouank ganti ; Dahut hag a rae teurel anezo, goude o fec’hed, e mengleuziou an Huelgoad hag e re Boullaouen, e-lec’h ma vezint klevet oc’h huanadi ken a zeuio evit plijout d’eur priñs kaer a oa an diaoul beo e-unan ; Dahut, bet cheñchet e morwreg abalamour d’he fec’hedou diniver.
Hag hi lavarout :
« Marc’h, roue Poulmarc’h, pa ’z eo gwir out deuet war va lerc’h, herr e-giz an tan, hag ac’h eus kredet tenna warnoun-me ha n’em eus graet droug ebet d’it morse, te a vezo da ziskouarn heñvel ouz diskouarn al loen a zougas ac’hanout betek-hen. »
Hag hi en he sav war he lost-pesk, hag en eur par berr e stok ouz penn Marc’h gant e baz korrigan. Hag hi war he fenn er mor. Neui a ra eur c’hrapad, ken emañ e-kichen Morvarc’h. Hag hi eun taol d’ezañ gant e baz, hag heñ a zo buhez ennañ raktal. Hi war e gein, ha gant eur c’hoarzadenn skiltrus : « Marc’h en deus diskouarn Morvarc’h ! »
Hag an ekleviou war eun dro : « Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »
Ar paour-kaez roue ne ra van gant ar c’homzou-se. E zaoulagad, tan enno, a bar war Vorvarc’h, e varc’h mat, e varc’h buan, war Vorvarc’h hag a red, renet gant Dahut. Kas a ra e gammedou war-du Kraon, e pleg-mor Morgad, e-lec’h ma ’z eus eur bern toullou graet gant an tarziou, toullou kaer meurbet ; enno eo emañ o chom ar briñsez Dahut, Doue d’he fardono evit ma ne sponto ken ar paour-kaez merdeidi, gant he c’houitell strobinellet a ra d’ezo mont d’he c’havout, da bec’hi ha da vervel dizale evit beza daonet !
Deuet eo an noz war Varc’h, roue Poulmarc’h. Ar stered a lugern en oabl e-giz tachou aour plantet ennañ gant biz Doue. Ober a reont al lez d’ar rouanez he fenn koar a zo hanter-souchet he faotr e vec’h-lann gant eur goumoulennig.
Deuet eo an noz war Varc’h, roue Poulmarc’h. Ar stered a lugern en oabl e-giz tachou aour plantet ennañ gant biz Doue. Ober a reont al lez d’ar rouanez he fenn koar a zo hanter-souchet he faotr e vec’h-lann gant eur goumoulennig.
Pa ’z eo divadaouet Marc’h, nag estlamm en deus o welout e vleo kresket c’hoaz : war e skoaz e kouezont hag heñveloc’h int ouz moue eur loen-kezeg eget ouz bleo eun den.
War eun dro gant ar zouezet ma ’z eo, e klev an hekleo o c’hoarzin goap en eur lavarout :