Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
KONCHENNOU


Hag heñ mont war he lerc’h dre ar parkeier, hag heñ mont war he lerc’h dre ar c’hamboulou hag ar saviou, hag heñ mont war e lerc’h adalek ar mintin-goulou betek an abardaez-noz. Buan e oa Morvarc’h, buanoc’h e oa an heizez.

Pell a oa chomet tud Marc’h war e lerc’h, pell war e lerc’h e chas, hag int chas mat, ar re wella koulskoude. Ha Morvarc’h a zaoulamme atao, a zaoulamme bepred, a zaoulamme c’hoaz, ha dalc’hmat an heizez koant araozañ.

Daoulammat a rae, daoulammat a rae ken a zigouezas e-tal pleg-mor Douarnenez. Eno edo Keriz gwechall goz, Iz ar gêr villiget abalamour d’he fec’hedou mezus. Keriz a gousk bremañ e goueled ar mor ; gwelout a raer, pa vez sioul an amzer, beg touriou an iliz vras, hag enni ez eus tud — eun ugent bennak anezo — o selaou an oferenn. N’eo ket aet an dour betek enno, met kaer o deus gedal ne zeu marchigod ebet da respont « Et cum spiritu tuo » d’ar beleg a zo c’hoaz ouz an aoter ha troet war-du an dud abaoe. Klevet em eus e vezo diveuzet Keriz pa ’z ay eur marchigod fur da lavarout « Et cum spiritu tuo ». Mall eo d’ezañ mont rak, a’chan di, tud Keriz ne vezo baradoz ebet evito.

Daoulammat a ra Morvarc’h. An heizez a zo berr warnezi, hag o veza ma ne c’hell ket mont larkoc’h eo chomet war ar garreg e-lec’h m’emañ c’hoaz roud houarn ar marc’h a voe douget ar roue Gralon gantañ, pa dec’he rak an doureier a isfonte dre skluziou digor Keriz.

Er penn pella d’ar garreg emañ, hag hi a glemm, a hirvoud, a leñv.

Marc’h, didruez e galon, a dap eur bir, a stenn e wareg, a yao ! war an heizez koant.

Na souezet eo !

N’eo ket aet ar saez tre betek an heizez, ma ’z eo distroet yud ganti ha ma ’z a da skei Morvarc’h en e galon. Al loen a gouez, o c’houirinat ker skiltrus ma tasson kaviou an aod hag heñ, ruilh-diruilh, diwar ar reier en tonnou.

Bec’h ma c’hell ar roue divarc’ha e dreid eus ar stleugou Kollet e benn gantañ gant ar c’heuz d’e varc’h mat, d’e varc’h buan. Marc’h a dap e goñtell-laz, hag heñ war eeun da gavout an heizez, e zent o skrigna gant ar gounnar.

« Harp ! den kriz ! » eme eur vouez taer.

Hag heñ sellout. Heizez ebet ken. E-lec’h ma edo, setu eur plac’h yaouank, koant e-giz ar gliz-mintin. Eur gurunenn vezin a zo en dro d’he fennn : he bleo, melen-aour evel an edaz