Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/43

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
43
AR ROUE MARC’H

Ouspenn ugent a oa maro e-giz-se. Ar re-all, c’houen en o loerou o welout na zistroe hini a gement a yae d’ar palez, a zo redet e pell-bro.

Ne chom ken nemet unan, Yeunig, e ano. Breur-mager eo da Varc’h hag e berukenner a-raok an darvoud. Yeunig ne oar ket petra a zo c’hoarvezet gant ar roue na perak ne gemer ken anezañ da droc’ha e varo d’ezañ. Ne gav ket d’ezañ koulskoude en dije displijet d’e roue.

Ar roue ne gred ket lavarout da Yeunig dont d’e gavout, rak diskredi a ra eun tammig warnezañ ha n’en deus c’hoant ebet d’e laza.

Met pa ne gav perukenner-all ebet ken, e kemenn d’ezañ dont d’ober e vicher en-dro.

Bras eo levenez Yeunig, met pa wel bleo ar roue, pa wel e ziskouarn, e laosk eur skrijadenn hag e kouez e-harz treid e vestr o skuilha daelou puilh.

« O Mestr ! » emezañ. « piou ar gorrigan he deus graet ken divalo d’ho penn-roue ? Piou en deus disleberet ho tremm gaer ? Ma karjec’h beza anzavet ouzin kentoc’h, em bije renket ac’hanoc’h brao dioustu, rak bez’ em eus bet digant Urjelez ar Gorrigan, eur sizailh vurzudus : ar bleo a vez bet troc’het ganti ne greskont tamm morse ken goude. »

« Bennoz Doue warnout, Yeunig ! » eme Varc’h, eürus e galon o klevout ar c’homzou-se.

E-pad ma ra Yeunig e labour, e lavar Marc’h d’ezañ petra a zo bet c’hoarvezet gantañ.

Yeunig, krennet brao bleo ar roue gantañ, a glask penaos diskolpa ar pez a zo re hir eus diskouarn ar roue, met re a boan a rafe d’e vestr, hag e lez anezo en he stad. Direuna a ra anezo avat, gwella ma c’hell, met n’eo ket evit cheñch o liou. Ha neuze da betra hen ober ? Gwelloc’h eo c’hoaz da Varc’h kaout diouskouarn e varc’h eget kaout re eur… respet d’eoc’h !

Toui a rank Yeunig na vrudo morse ar pez a oar diwar-benn Marc’h.

…Karout a ra Yeunig ar roue ha, rak-se, ne fell ket d’ezañ anzav netra. Met eun teoteg a-zoare eo ivez.

En deveziou kenta ez a mat an traou.

Met dont a ra an dud da c’houzout e ya Yeunig da welout ar roue bep ar mare. Hogen den-all ne c’hell mont. Perak ? Ha setu penn da gaoziou.

Yeunig ne lavar seurt da genta. A-benn eur c’hrapad e