Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/287

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
287
yann seitek

all ?… Ho ! ho ! ha va fesked brava ivez ! Beo e oa, war a welan bremañ ; ha tapet oun bet gantañ. Gant hemañ, avat, ne vezin ket ! » Hag e tarc’haouas eur mestaol gant Laou en e ividig. Kerkent e laoskas ar bleiz paour e huanad diweza…


« Setu savet an heol ha tavet ar glao hag an avel. Deomp en hent. »

« Hag hirio, » eme Droc’h-Yalc’h, « emañ ar foar goz. Na pegen aes ober hor micher ! Ne zeu ket ar vicher-mañ digant Doue, kredabl, pa ’z eo gwir e lavar :

Laerez na mirout madou den
Gant gouiziegez ne ri biken.

« Setu aze eur gourc’hemenn fentus avat ! Laerez gant gouiziegez a zo difennet. Laerez sot n’eo ket marteze ? »

« Arabat goapat war an traou-se, » eme Vestr-Krog. « Gant gouiziegez a zo da lavarout : o c’houzout… pa ouzout… »

« Ret e vije beza lavaret sklaer, petra ! Me, pa laeran, a glask laerez atao gant gouiziegez, gant finesa, gant ijin. Sellit, ha bremañ e welot ho-taou. Ha gwelout a rit eun den o tont du-ze ? Mat ! me a laero ar c’havrig a zo gantañ. »

« Me a laero e varc’h, » eme Vestr-Krog.

« Ha me ? » eme Yann, « petra a laerin ? Ne chom netra gantañ ken.

« Te a chomo da sellout. »

« Hola !… E zilhad a laerin. »

« An dra-ze ne ri biken avat. »

« Gwelet a vezo… Emañ tost. »

Mont a ra buan Mestr-Krog ha Yann gant an hent, a-raok an den a zeu etrezek enno, e-keit ma ya Troc’h-Yalc’h da guzat a-dreñv eur c’harz-spern. Setu Kouer o vont e-biou war gein e inkane. Hemañ a zo stag ouz e lost, gant eur pennad korden, eur c’havr eur c’hloc’hig en-istribilh ouz he gouzoug. Ha Troc’h-Yalc’h da gerzout war o lerc’h. Tenna a ra ar c’hloc’hig digant ar c’havr hag her staga a ra ouz lost al loen-kezeg. Hag heñ kuit didrouz gant al loenig barvek. Son a ra ar brizilhon evel diagent ha Kouer ne oar seurt.

« Graet e daol gant Troc’h-Yalc’h, » eme Vestr-Krog, « d’am zro bremañ. » Setu egile o tont. « Hola ! » a lavar