Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/288

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
288
konchennou

Mestr-Krog d’ezañ, « perak ez eus eun ourouler ouz lost da jao ? »

Trei a reas Kouer e benn hag e welas e oa aet ar c’havr digantañ. « laeret eo bet va gavr ! » emezañ.

« Hañ ! » eme Vestr-Krog, « da c’havr marteze eo am eus gwelet o vont gant eun den, er c’hoad du-ze ? Tres laer a-walc’h a oa warnezañ, hep gaou. »

« Eur c’havr vriz ? »

« Just. »

« Derc’hel a rafec’h va marc’h e-keit ha ma vezin o vont war-lerc’h al laer ? »

« Ober a-walc’h. »

Ha Kouer gaez war-du ar c’hoad. Ne gav tres eus e c’havr. Pa zeu en-dro, loen-kezeg ebet mui. « Allas ! » emezañ, « setu me tapet avat ! Ha, koulskoude, marteze n’oun ket. An den-se, moarvat, aet skuiz ouz va gortoz, a zo aet atao gant an hent. Deomp ivez. »

Tremen a ra e-kichen eur puñs. Emañ Yann eno, o ouela. Goulenn a ra Kouer outañ : « Perak emaout o leñva e-giz-se ? »

« Bremaik, p’edon o tenna dour, eo kouezet va yalc’h er puñs. Revinet naet oun ! Penaos e rin foar bremañ ? Na skandal (gourdrouz) ha kann am bezo emberr du-mañ ! kerkoulz eo d’in mont d’en em grouga ! »

« N’a ket, paotr paour ! D’an ifern ez afes rag-eeun ! »

« Petra d’ober neuze ? »

« Petra a roi d’in hag ez in da dapout da yalc’h ? »

« An hanter eus ar pez a zo enni.

Pa vezer e tro da goll,
Gwelloc’h hanter eget holl. »

« Gwir eo. Mont a ran eta. »

Diwiska a ra e zilhad hag e tiskenn er puñs penn-da-benn gant ar gordenn. Pa voe en traon, e tec’has Yann kuit gant e zilhad. Edo an daou-all, pelloc’hik o c’hedal. « Ac’hanta ? » emezo.

« Graet an taol, » eme Yann. « Setu ! »

Hag e tiskoueze eur bakadenn.

« Setu eun devez mat, » eme Vestr-Krog. « Met gwerza a vezo ret bremaik. »

« Evel just. »

« Ranna a raimp an arc’hant etrezomp ? »