Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/286

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
286
konchennou

nemet eur wech ken… Selaou ’ta ! Ne glevez ket ? Emañ o tintal. Mont a rankan. Ne vezin ket keit an dro-mañ. Gouzout a ran mat bremañ penaos e vez graet. »

« Devez ar badeziantou a zo hirio evit doare ? »

« Eur wech-all bennak e vezo da dro-te, Laou. »

« Ne gav ket d’in. »

« Kenavo bremaik. Emañ graet hon labour demdost. »

Ne zaleas ket Lan pell bras. Kerkent ha ma voe distro : « Pe ano ? » eme Laou. — Man ne van… (Ne chom netra), » a repontas egile. Aet a oa an dorz en e gof, e gwirionez.

« Mantrus out gant da anoiou… Deomp da zibri eur begad bremañ. Labouret mat em eus hag evel ma ouzout :

Ar gwella bara da zibri
A vez gounezet o c’houezi. »

« Deomp, » eme Lan. Hag int d’o c’huzadenn.

« Sell ! » eme Laou, « n’emañ ket an dorz amañ ken. »

« Ar c’hi brein ! » eme Lan. « P’edon o tont eus an iliz, e welis eur c’hi aze. Al loen divergont ! Gantañ e rank beza aet ar bara ! »

« Hag e rankimp chom war yun bremañ ? »

« Evidoun-me ne chomin ket, tankerru ! Setu eur pesketaer o vont e kêr gant e varc’hadourez. Kavout a rin an tu warnañ. »

« Ha me ? »

« Te a ray eveldoun, mar karez. »

Gourvez a eure e-kreiz an hent bras, oc’h en em rei evel m’hen divije graet maro bihan. Ar pesketaer her gwelas, evel just. « Sell ! » emezañ, « eul loen lazet. Kignet e vezo hag e werzin e groc’hen eun dornad mat. » Tapout a ra peg e Lan d’e deurel er c’harr. Ne finv ket al loen nemeur, na petra ’ta ! Hogen, e-keit m’emañ ar pesketaer o klask tana e gornad-butun, e stlap al louarn pemp pe c’houec’h pesk er-maez. Gwall-c’hleb e oa ar butun evit doare, rak ne groge ket an tan ennañ. Setu ar pesketaer oc’h en em lakaat d’e chika, en eur gana ken na vouzare. Neuze e lammas Lan kuit eus ar c’harr hag e yeas da zibri e besked.

Gwelet en devoa Laou penaos e oa bet en em gemeret e genseurt. « Mont a ran d’ober heñvel, » emezañ. Setu ma voe kavet ivez gant ar pesketaer, war an hent bras. « Eun devez mat evidoun ! » emezañ. « Eur c’hroc’hen louarn hag eur c’hroc’hen bleiz. » Pa ya da deurel Laou er c’harr, e-kichen Lan, ne gav ket hemañ. « Da belec’h ’ta eo aet ar furlukin-