Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/285

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
285
yann seitek

ned vat a-walc’h omp, emichañs, evit kaout fiziañs an eil en egile ? »

« A dra sur. »

« Mat. Kuzomp hor bara neuze ha, p’o devezo hor bouzellou ezomm a voued, ez aimp d’an dorz hag e kemerimp bep a damm. »

« Evel-se bezet graet, » eme Laou.

Hag int d’o labour. Eur parkad gwiniz o doa da c’hounit. A-benn eur pennad, setu ar c’hloc’h o son.

« Ged amañ, Laou, » eme Lom. « Emeur ouz va gervel da vont da baeron. »

« Kae ’ta, neuze. Goude e liviri d’in pe seurt ano az pezo roet d’az filhor. »

« Ya, ya, bez dinec’h war gement-se ha torr douar atao. »

Ha Lan en hent. Pa voe distro : « Pe ano eo da filhor ? »

« Boulc’h. »

« Morse ne glevis hevelep ano. E pe levr ac’h eus her c’havet ? »

« N’em eus ket soñj ken. »

Tapout a ra Lan krog en e bal hag al labour a ya en dro. Setu ar c’hloc’h o son eur wech-all. « Eur filhor-all, » eme Lan.

« Kae ha lavar e ano d’in. »

Graet eo e dro gant Lan. « Pe ano eo ? » eme Laou.

« Hanteret. »

« Enterret ? »

« Ro amzer d’ezañ da veva eun tammig da vihana. N’eo ket enterret eo, hanteret. »

« Ma, eun ano fentus eo. N’emañ ket war an almanag, a gredan. »

« Labouromp a-zevri, evelato. »

« Dal ! » emezañ a-benn eur pennadig, « setu ar c’hloc’h adarre ? Ne baouezo ket hirio eta ? Mont a ran. »

Pa voe deuet Lan en-dro : « Pe ano an taol-mañ ? » a lavaras Laou.

« Palevarz. »

« N’anavezan ket ar sant-se. »

« Te n’out ket bet er skolachou, kennebeut, eveldoun-me ? »

« Gwir eo. Ha galvet e vezi c’hoaz ? »

« Ha pa sonfe ar c’hloc’h hanter-kant gwech-all, ne din