Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/284

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
284
konchennou

« Seitek out atao filhor, » eme Vestr-Krog. « Ugent a ra an dra-ze ha netra ken. Konta a raen va-unan en eur lavarout d’it ar c’hementadou. Tri bemp, teir gwech pemp, a ra pemzek, n’eo ket ’ta ? »

« Ya, avat. »

« Pemzek ha daou a ra seitek, seitek ha tri a zo ugent. »

« Gwir a-walc’h eo. »

« Gwir rik. Kalz a chom ganez da zeski c’hoaz. Met, dre eurvad, ez eus eul laer dispar ac’hanout. Gwelloc’h eo an dra-ze eget hor c’hoñchennou, neketa Troc’h-Yalc’h ? »

« Brigadier, ar wirionez a zo ganeoc’h. »

« C’hoariomp da gousket bremañ. »

« Emaoun krog ganti pell ’zo. Noz vat, huñvreou kaer, eun tammig chañs hag avel greñv ! Toutou ! toutouig la la ! Moredi a ran. Grit kement-all dillo ! »


…A-benn eur pennad e savas Troc’h-Yalc’h.

« Ma ! » emezañ, « n’oun ket evit serri lagad ebet. »

« Laosk ac’hanomp evelato, ha chom da ober ged aze. »

« Ya, da ziwall an avel dirollet hag an dour-bilh ! Selaouit, emañ an diaoul o c’hoari ’r c’hilhou. »

« Feiz ! Strakal a ra ar gurun. »

« Ma ! paouezit da gousket peogwir ne chom ket sarret va daoulagad. »

« Te a zo eur c’hristen a zen ac’hanout, avat ! Ne soñjez nemet ennout da-unan !… Kont eun dra bennak d’eomp neuze. »

« Memes tra. Istor ar Bleiz hag al Louarn. »

« Istoriou a-walc’h am eus-me klevet diwar-benn an daou-se. »

« N’ac’h eus ket klevet houmañ evelato ! N’eus ket eiz deiz c’hoaz abaoe ma ’z eo bet c’hoarvezet ar pez a zo enni. »

« Ranezenn ! Lavar atao : aesoc’h a ze ne vezo ken d’in da gousket. »


Eun deiz edo Laou ar Bleiz ha Lan al Louarn o-daou o vale bro. Setu ma kavjont eun dorz-vara war an hent. Gwelloc’h e vije bet ganto, hep mar, kavout eur penn-yer pe zaou. Hogen, pa ne oa ket a gig, e oa ret mat tremen gant bara nemet ken.

« Bep a hanter-torz da bep hini ac’hanomp, » eme Laou.

« Perak he zroc’ha etre daou damm ? » eme Lan. « Migno-