Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
283
yann seitek

« Da dad a oa pabor warnezo koulskoude. »

« Mat. Divun d’in eun divunadenn :

A c’holo an douar penn-da-benn
Ha ne c’holo ket eur feunteun ? »

« An erc’h eta. »

« Me am eus eun armelig wenn
Hep toull-alc’houez na prenn ? »

« Eur vi. »

« O ! c’houi a oar kement hini. »

« Lavar atao. »

« Eur gleuzenn fao put
Leun a eskern-tud ? »

« Hag a gig ivez ! Eur votez. »

« Petra eo an diaesa da zerc’hel war veg eun ibilh ? »

« An avel-draon. »

« N’ouzon nikun-all ebet ken. »

« Ma ! Divun d’in eun divunadenn, te ivez :

Uhel pignet, fall wisket
A laka ’r wrac’h da redet ? »

« Pignet uhel… gwisket fall… » eme Yann, « hag a laka ar wrac’h da redet… N’oun ket evit kompren. »

« Ma, ivez ! Ar c’hloc’h. Ha n’eo ket pignet uhel ? »

« Eo avat, en tour. »

« Ha gwisket mat eo ? »

« N’eo ket. Noaz-ran e vez atao. »

« Ha pa son ? »

« E red ar wrac’h koz… Gwir eo. »

« Unan-all c’hoaz : Perak e rank ar saout mont e-kichen ar c’hleuz da zisheolia ? »

« Abalamour ma klaskont eul lec’h fresk ha distan. »

« Diod ! Peogwir ne da ket ar c’hleuz d’o c’havout, e rankont mont en e gichen evit tostaat outañ. »

« Ma ! » eme Yann alvaonet.

« Kont kement-mañ : Tri bemp = pemzek, ha daou = seitek, ha tri = ugent. »

» Tri ha pemp a zo eiz ; ha pemzek a zo tri warnugent ; tri ha daou, pemp warnugent ; ha seitek, daou ha daou-ugent ; daou ha daou-ugent ha tri-ugent a zo daou ha pemp-ugent. Mat, daou ha kant. »

« Deuet eo ganez, » eme an daou-all o c’hoarzin ken a frail o genou.

« N’eo ket mat ar gont ? » eme Yann.