Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/282

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
282
konchennou

Amzer ? Goulenn euriou da brena ! Kemer war da amzer gollet hag e kavi euriou a-walc’h ! »

Rankout a reas al Leoniad kerzout kuit hep e « euriou »…


Eul Leoniad-all a yeas da Gemper da brena eun ebeul. Er gêr ma oa en em gavet e welas, war ar plas-foar, eur vaouez krog e penn eun ebeul bloaz. « Pegement ar bouch ? » emezañ. Kement a zroug a yeas er vaouez a klevout e gomzou, ma tic’halas eur pez flac’had gantañ en en eur lavarout : « Daoust ha bouchou a c’houlenner diganr merc’hed onest ? »

« Me a baeo anezañ. »

« Daoust hag e vez gwerzet an traou-se ? Eur bouch, paotr vil mez-e-welout, a vet roet ; gwerzet, avat, ne vez ket ! »

Ne gomprenas ket al Leoniad. Perak ivez mont da Gerne da glask bouchou ?… Dleet a oa d’ezañ beza gouezet a-raok n’eus kemm ebet eno etre eur bouch hag eur pok…

Ha va Leoniad da Vro-Dreger. E vouch a ranke da gaout « Pegement ar bouch ? » emezañ d’eun tieg.

« N’eo ket amañ emañ plas ar bouchou, » eme heman. « Du-ze en tu-all d’ar saout, e-touez an deñved. Eno e kavi bouchou a-walc’h ha tammou triakl (regaliz) ront dindano. »

E Treger, eur bouch hag eur c’havr a zo ar memes tra.

Sellout a reas hon den etrezek an tu ma lavared d’ezañ ober, hag e welas eno dimezelled kerniel hir. « N’eo ket eus ar seurt-se a fell d’in, » emezañ, « hogen eus ar seurt-mañ eo. » Hag e tiskoueze an ebeul.

« A ! » eme an ozac’h, « eun eal eo emaout o klask ? Neuze e oa d’it beza lavaret ! »

« Eun eal ? » a respontas egile gant souez. « Met me soñje d’in e oa ar re-ze speredou pur na c’hellomp ket da welout gant hon daoulagad, na touch outo gant hon daouarn. »

« Genaoueg ! en neñv eo emañ ar seurt-se ! Hemañ avat a zo ganet du-mañ hag e vamm a c’helli gwelout eno pa gari ! »

Ne gredas ket al Leoniad e c’helle eur gazeg trei eun eal. Ma ! kontant pe get, e Bro-Dreger e c’hoarvez kement-se…


« D’az tro, filhor, » eme Vestr-Krog. « Bremaik e felle d’it divunadennou. Ro d’eomp unan-bennak. »

« N’ouzon ket ar seurt traou-se. »