Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/271

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
271
yann seitek

C’horriganed, a zo da nebeuta ker pinvidik hag int. Ha ma ’z afen da c’houileta da balez ar re-mañ ? » Ha Yann d’eur c’hoad bras, e-lec’h ma oa anezo hervez ar vrud. Klevout a eure youc’hadennou. « Oc’h en em ganna emaint, » emezañ. « Ra c’hoarvezo e-giz er vojenn ! Diwar-benn eun azen laeret e oa daou laer o lopa an eil war egile. E-pad ma rede an taoliou e tegouezas eun trede laer hag a gasas Rouzig gantañ… Ma teufe kement-se da wir ganin-me, na brao e vefe ar stal ! » Ha Yann etrezek al lec’h ma kleve yudadennou. Kannerezed a oa eno o c’houlenn sikour da waska o liñseriou.

« Skoazell d’eomp den mat ! » emezo.

« Rei an dorn d’eoc’h ? » eme Yann. « Memes tra. Met paeet e rankin beza. N’emañ ket ar c’hiz ganin d’ober netra evit netra. »

« Eur wech evelato ? »

« Eur wech n’eo ket atao, gouzout a ran. Koulskoude, ne rin ket. »

« Petra hoc’h eus c’hoant da gaout ? »

« Alc’houez ho teñzor. »

« Emañ aze war ar maen. Dit e vezo. »

« Dao d’ezi neuze ! »

Kregi a ra en eur penn d’al liñser hag ar gannerez er penn-all. Houmañ a wask, Yann a ra ivez. « Muioc’h c’hoaz ! » emezi…

« Start ’ta ken na zivero banne ebet ken. » Kaer a oa plantañ tro el liñser, ne baoueze da deurel dour. »

« Ne c’hellan ken ! » eme Yann.

« Koz tra a zo ac’hanout ! »

Hag hi da waska atao, ken eo gweet divrec’h Yann. Sempla a ra hemañ ha laosket eo eno hanter-varo.

« Pebez liou a zo warnout, Yann baour ! » eme e wreg d’ezañ pa zigouezas er gêr. « Na distronket out, na distruj ! Petra ’zo c’hoarvezet ganez ? »


« Paket oun bet gant eur gannerez noz. »

Ker spountet e voe Annaig ma kouezas war al leur-zi, maro mik. Setu Yann intañv. Ret e oa interri Annaig ha Yann da gavout ar sakrist (kloc’her).

« Pe hini eus ar c’hroaziou a ya ganeoc’h ? » eme hemañ.

« N’oun ket pinvidik, » a respontas Yann. « Pegment eo ? »