Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/270

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
270
konchennou

« Desk d’eomp eun dra-all eta. »

« N’ouzon ket da gana. Met, mar karit, e c’houitellin d’eoc’h. »

« Eur biniou a zo ganez ? »

« Na biniou na bombard. »

« Petra neuze ? »

« Ar sutig-mañ. »

« C’houez ennañ. »

« Greomp marc’had a-raok. »

« Pegement a fell d’it ? »

« Pelec’h emañ ho teñzor ? »

« Ganeomp. »

« Ganeoc’h ? »

« Ne welez ket seier ler ouz hor bandenn (dargreiz) ? »

« Eo. »

« Mat, er re-ze ez eus peziou-aour. »

« Pegemement a root d’in ? »

« Kement hag a zo enno. O leunia a raimp adarre da c’houde.

« Taolit anezo em c’hichen. »

« Dal ! »

Eun trouz sklintin, hag a blij meurbet da zivskouarn Yann, a ra ar seier en eur goueza. N’eo ket souez : trouz aour a zo ganto.

« Son bremañ ’ta ! »

« Emaoun krog ganti. »

Yann a dap peg e c’houitell ar Wrac’h. Soñj hoc’h eus, moarvat, en devoa laeret ar sutig-se. Laouen-bras e tañs ar Gornandoned endra c’hellont. Yann, dre chañs (ar chañs hetet d’ezañ gant an Ankou marteze), Yann ne skuizas ket. Kerkent ha ma tarzas goulaouig an deiz, e kanas eur c’hilhog hag e skampas ar viltañsou, ne ouezas dare Yann da belec’h.

« An aour a zo d’in ! » emezañ. Digeri a ra unan eus ar seierigou. Netra ennañ nemet eun tamm reun. En eil, reun ivez. Enno holl reun, netra nemet reun.

Droug a yeas e Yann, kounnari a reas. Tamm gwelloc’h ne voe ha distrei a rankas diliard d’ar gêr. Prederia a c’hellas war ar c’hrennlavariou-mañ : « Nep a glask kaout re n’en devez netra… Nep a venn flemma a vez flemmet. »


« Ma ! » eme Yann eun nebeud da c’houde. « Paket brao oun bet gant ar Gornandoned vil-se. Met o mammou, ar