Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/262

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262
konchennou

Tennet eo ar c’hrouadur eus e gavell. « Na koant eo, » eme Vari. « Heñvel-Doue ouz e dad. O ! Seza, m’en divije bet moustachou brun evel ho kwaz ! »

« Mar plij ganin en devezo. »

« Ya, moarvat ! »

« Gwelout a reot. »

« Ne gredan ket an dra-ze. »

« Kredit pe chomit hep kredi, klaoustre en devezo. »

« Klaoustre n’en devezo ket ! Evit c’hoaz da vihana, divezatoc’h ne lavaran ket. »

« Pa garin. Petra a bariit ? »

« Eur banne kafe, gant eur chopinad chigodenn. »

« Memes tra. »

Ha Seza neuze : « Dre vertuz unan eus an treid leue-mañ, r’en devezo Saig baro brun e-giz Fañch, e dad ! » Kerkent e ya kuit eun troad leue diwar wel hag e teu baro brun d’ar mabig. Ma oa koant a-raok, evit bremañ n’eo ket mui ! Eur marmouz bihan a vije lavaret ouz e welout. Mantret eo Seza ha Mari, na petra ’ta !

« O ! » eme houmañ, « divalo-mez eo bremañ ! »

« Siouaz ! » eme Seza. Hag hi kerkent : « Dre vertuz an eil troad leue, ra yelo ar baro kuit ! »

Ar baro n’ez eus ken anezo hag an eil troad leue a zo dilammet kuit…

E-keit-se e kane Fañch, war an hentou, gant ar soñj e vije pinvidik-bras antronoz. Seza, avat, ne rae nemet leñva. Huanadi a rae c’hoaz pa zigouezas he fried er gêr.

« Petra ’zo ’ta, Seza ? » emezañ.

« Heu ! heu ! »

« Respont ’ta. »

« Heu ! heu ! heu ! »

« Tav gant da hirvoudou ! Petra ’zo ? »

« Fañch paour ! heu ! heu ! heu ! »

« Lavar ’ta ! »

« Dec’h da noz, heu ! heu ! e teuas Mari-Gatell amañ, heu ! heu ! heu ! »

« Hast buan ! kre gagn a zo ac’hanout ! »

« Hag hi a lavaras d’in : « Na koant eo ar paotrig ! O ! m’en dije bet moustachou brun evel e dad ! » ha me, neuze, heu ! heu ! am eus goulennet moustachou d’ezañ dre vertuz unan eus an treid leue, heu ! heu ! heu ! »

« Ha neuze ? »