Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/261

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
261
yann seitek

« Greomp safar neuze ! » Hag e sko gant ar c’hil. Dioustu e voe ar vaouez koz en e gavout.

« Petra a rez aze, va den mat ? » emezi.

« O keuneuta emaoun. »

« Ha paour out eta ? »

« Ker paour ha Job war e vern teil. »

« N’out ket evelato ? »

« Ker sur ha m’emaoun amañ. »

« Mat, » eme an hini goz, gant eur mousc’hoarz kintus, « mar karez e vezi pinvidik. »

« Ne c’houlennan ket gwell. »

«  Mat. Kae aze gant ar ribin. War-hed tri c’hant kammed ac’halen e kavi eur leue en-istribilh ouz eur wezenn war-bouez e lost hag e ziskouarn. Distag e bevar droad outañ ha goulenn eun dra bennak digant pep troad. Ar pez a gari az pezo. »

« Mont a ran, » eme Fañch.

Hag heñ gant an ode, hep trugarekaat na lavarout bennoz d’ar vaouez koz, a oa o c’hoarzin skiltrus en eur bellaat.

Gant eun taol strep da bep hini e voe distaget ar pevar droad. « Emaint amañ, Seza ! » eme Fañch, pa voe en em gavt e-tal dor e di.

« Ha, ha ! na pinvidik e vezimp bremañ ! »

« Pinvidik-mor ! »

« Debr da goan da genta. Goude-ze e welimp petra d’ober. »

Preda a reont hep beza lavaret pedenn ebet. « Bremañ, » eme Seza, « kae dioustu da Landivizio da brena ler. Kemer kement a gavi, n’eo ket arc’hant da baea eo a vanko d’eomp. Kas ganez ar c’houec’h kant lur a zo aze e tiretenn an daol da rei errez evelato. » Sternet eo al loen ha setu Fañch en hent. Hogen gwelet e voe o vont.

« Ho ! ho ! » eme eur gomer, « setu Fañch aet da c’haloupat. Mont a ran betek e di, rak gwall-inouet e vezo Seza he-unan er gêr… Noz vat, Seza ! »

« Noz vat. A ! c’houi eo, Mari ? Na mat hoc’h eus graet dont amañ. Aet eo Fañch da gerc’hat ler da Landi. »

« E-kerz an noz ? »

« Nebeutoc’h a amzer a gollo e-giz-se. »

« Gwir eo. Sell, emañ ar paotr bihan o leñva. »

« Feiz, ankounac’haet em eus rei d’ezañ da zena ker laouen e oan bremaik. »