Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
260
konchennou

Souezet e voe Fañch avat, o veza ma ne zeue ket Yon ken war e dro. « Daoust ha klañv e vefe ? » emezañ.

« Kae da c’houzout. » a respontas Seza, e wreg. « Kas eur vozad riz ganez. Plijadur a ri d’ezo. »

Ha Fañch ha mont. Treuzi a reas ar c’hoad, met kaer en devoa klask ti Yon, n’her c’have ket. « Amañ, e-penn ar wenodenn, edo koulskoude ! » emezañ. Trei ha distrei a rae, sellout e pep lec’h, met ti soul ebet. Eur maner ne lavaran ket.

« Ma ! » emezañ, « n’oun ket faziet evelato, emichañs. Amañ edo ti va breur Yon ha n’emañ ken. Ne oa maner ebet ha setu unan. N’ouzon dare petra ’zo c’hoarvezet… Deomp er c’hastell hag e klevimp. »

Teurel a ra e sac’hagig riz a gostez hag heñ er maner. Kenta hini a wel eno eo Yon. « Sell Fañch, » eme hemañ, « te a zo deuet d’am gwelout ? »

« Sell ’ta Yon, te a zo mevel er maner-mañ bremañ ? »

« Mevel n’oun ket, Fañch. Perc’henn oun d’ezañ. »

« Te ? »

« Ya avat ! »

« Penaos kement-se ? »

« En eur stumm fentus a-walc’h : dre vertuz pevar droad leue. »

« Petra ? » eme Fañch, souezet maro an tamm anezañ.

Ha setu displeget an istor da Fañch.

« Dont a ri d’am gwelout alies, neketa Fañch ? »

« Ya, ya, Yon. »

Ha Fañch d’ar gêr.

« Ac’hanta ! » eme Seza. « Petra ’zo a nevez ? Ha klañv eo Yon ? »

« Klañv ? tra !… Pinvidikoc’h eo bremañ egedomp. »

« Moarvat ! »

« E feiz. »

Dibunet eo ar marvailh gank Fañch.

« Ma ! » eme Seza, « kae d’ar c’hoad ivez. Marteze e c’hoarvezo kement-all ganez. »

Diouz an abardaez emañ Fañch er c’hoad. Troc’ha a ra keuneud a dro strob. Hogen ne zeu maouez koz ebet. « Ne ran ket trouz a-walc’h marteze, » eme Fañch ; « bouzar e c’hell beza. » Eur strep vat a oa gantañ ivez avat. Gant eun taol hepken e oa peadra da ziskara ar skoultrou teva.