Hag an tri-mañ da gousket. Mab Arraiz o gwel er stad-se hag a zibenn anezo. Hag heñ d’ar gêr.
« Mat, » eme an tad. « Peoc’h hor bezo bremañ… »
Tri mab ar merour a dec’h pelloc’h. Dizale, setu ma lavaront :
« Pell a-walc’h ’zo emaomp an eil gant egile. Deomp pep hini diouz e du. A-benn bloaz e teuimp amañ da gonta ar pez a vezo c’hoarvezet gant pep hini ac’hanomp. »
Unan anezo, Louarn e ano, a ya e kêr. Kenta kristen a wel eno a zo eur c’here.
« Ro d’in eun tamm bara, » emezañ.
« Labour, mar karez, a roin d’it. »
« Mat, ro d’in eur votez d’ober. »
« Dal amañ ler. Labour mat avat. »
Louarn a ra eur votez. Unan-all a zo c’hoaz goude, met eun hanter gwelloc’h eget ar genta.
« Laeret oun ganez, » eme ar c’here. « Penaos e werzin-me eur re voutou disparet ? Deus da zibri evelato. »
Goude lein, Louarn a ra diou votez-all, heñvel-mik ouz an diou genta. Neuze e c’houlenn ouz ar c’here petra eo ar c’hastell a zo dirak an ti.
« Palez an teñzor. »
« Hag aour a zo ennañ, e gwirionez ? »
« Sur mat. »
« Ha n’it ket da gemerout eus an aour-se ? »
« O ! nann ! »
« Ma, koulskoude ! M’ho pefe eun tamm anezañ, e vefec’h kuit-da labourat. »
« Gwir eo. »
« Deomp emberr neuze. »
« Roit daou sac’h d’in, » eme Louarn d’ar wreg.
« D’ober petra ? »
« Da garga aour eus teñzor ar roue. »
« Met ma vezez tapet e vezi krouget ! »
« Ne vezin ket tapet. »
Hag int d’an teñzor, karga ar seier, ha d’an ti.
« Setu daou sac’had aour. »
« N’oc’h ket bet gwelet ? » eme ar wreg.
« Nann sur. »