Antronoz e red ar c’helou eo bet al laer gant an teñzor. Hag ar roue d’e sorser :
« Piou eo al laer ? »
« Emberr e teuio adarre. Lakait eur varrikennad mel dindan pep prenestr e diabarz an ti. Al laer a gouezo e hini pe hini anezo, ha dont er-maez ne c’hello ket. »
E-giz-se e voe graet. Deuet an noz :
« Deomp adarre, » eme Louarn d’ar c’here.
« It, » eme ar wreg, « ha kargit mat ho seier ! »
« D’it eo da vont da genta hirio, » eme Louarn.
« Evel just. »
Hag ar c’here a gouez en eur varrikennad mel.
« Petra eo an dra-mañ, » emezañ.
« Seurt ebet. Chom aze : me a yelo dreist da skoaz. »
Ha Louarn a lamm dreist ar c’here, a garg ar seier hag o stlap bep eil er-maez. Ar c’here avat a ranke chom er varrikenn.
« Tapet oun avat ! » emezañ.
Louarn a grog neuze en e vleo, hag a droc’h e benn ouz ar c’here en eur lavarout :
« E-giz-se den ne ouezo piou out. »
« Piou eo al laer ? » eme ar roue antronoz.
Den ne ouie. Louarn a stlapas penn ar c’here dindan ar gwele. Krial (gouela) a eure ar wreg.
« Ro peoc’h, » eme Louarn d’ezi. « Pinvidik a-walc’h out bremañ emichañs ! hag evit ar pez a sell ouz da waz, me a gemero e blas. »
« Petra ’raimp ? » eme ar roue d’e sorser.
« Eur feunteun a zo e kêr, ha di ez a ar wragez da gerc’hat dour. Pried an den-se a leñvo pa welo korf he gwaz. »
Met ar wreg ne yeas ket davit dour. Louarn avat a gemeras ar c’horf hag her stlapas kuit gant ar penn.
« Petra d’ober ? » eme ar roue antronoz.
« Eur wiz desket hoc’h eus. Kasit-hi da glask ar c’horf. »
Eur soudard kaset da welout pelec’h ez aje ar wiz ne c’hellas ket heulia anezi. Hi avat a voe faoutet he fenn outi gant Louarn.
« Petra d’ober ? » eme ar roue.
« Eun ali a roin d’eoc’h, mar karit, aotrou roue. Dimezit ho merc’h gant al laer ; eürus e vezo hi sur. »