Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
konchennou

« Dibri am eus graet p’am beze naon, eva p’ am beze sec’hed, kousket p’am beze c’hoant. »

Traou mat, ha fur, sur ; met gevier holl gant ar wrac’h, gevier a zisplijas da Zoue. Rak-se arne a savas en noz-se, ar gurun a strakas hag a gouezas war di ar wrac’h. Hi a voe lazet, he merc’h hag he c’hi du ivez. Ha setu fin d’ar sorserez, ha setu Garhir ken digabestr ha biskoaz. Petra ’reas ? Petra e teuas da veza ?… N’ouzon dare. Mar gouzoc’h, livirit d’in.


Ar Bobl,
meurz, ebrel 1906.