Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
211
garhir

« Galloud eur sorserez. »

« Memes tra avat. »

« Dal ar c’hi du-mañ hag ar c’houil-mañ ivez. »

« Ha da betra int mat ? »

« Glebia bara e halo ar c’hi du a ro brasoc’h nerz eget hini an nerzusa a zo. »

« Hag ar c’houil ? »

« Dougen anezañ a zo a-walc’h evit beza trec’h d’ar gouesta den d’ober n’eus forz pe labour. »

« Mat. O c’hemerout a ran a galon vat, hag ho trugarekaat. »

« Soubla a ris bara e halo ar c’hi du, ha nerzus e voen. E ti ar marichal e teuas va merc’h er bed. Heñ neuze a yeas droug ennañ. « Petra ? » emezañ, « me ’sonje d’in e oas eur plac’h yaouank onest ? Padal n’out nemet eur wiz ! Ra vezi gwiz e gwirionez ! »

« Kant vloaz e chomis er stad-se. Neuze ez is adarre da gavout ar marichal ha da vaouez e teuis en-dro. Kavout a ris va merc’h, eur plac’h yaouank anezi. Ar c’hi du a voe roet d’in hag ar c’houil. Amañ e teuis da chom. Gouzout a rez bremañ va istor ; met na lavar seurt da zen, ken a vezin maro. »

« Ne rin ket ivez. »


…Dont a eure kala-goañv. Diouz ar mintin, en deiz-se, ar wrac’h a roas c’houec’h-ugent lur da C’harhir, hag a lavaras d’ezañ mont da deurel an dañvadez lart dreist ar voger.

« Biken ne c’helli, » emezi ; « ugent troadad he deus ar voger. »

« Petra goude ? » eme C’harhir, « nerz a zo em izili, emichañs ! »

Ha Garhir ha tapout ar gloaneg pounner, ha stlepel anezañ dreist ar voger, ken aes ha ma taolfen-me eur maen bihan aze. Naontek-all a yeas c’hoaz.

« Mat eo da goumanant ! » eme ar wrac’h.

« Bras eo bet va foan ivez. »

Hag heñ ha kas an ugent dañvad d’ar gêr.


…Nebeut goude e kouezas klañv ar wrac’h.

« Pe oad oc’h ? » eme an dud d’ezi.

« Ouspenn nao-ugent vloaz. »

« Perak oc’h ker kreñv ? »