Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210
konchennou

« …Warc’hoaz ez aimp da vedi, » emezi.

« Pa garot, » eme C’harhir, « me ne ran ket forz. »

En noz-se e lavaras ar verc’h d’ezañ :

« Warc’hoaz ec’h eosti kerc’h ; laka evez, pe va mamm a zeuio a-benn ac’hanout. »

« Lez-hi, me a droc’ho diou wech kement hag hi. »

« Ne lavaran ket, ma ne… »

« Petra ? Sorserez a zo adarre ? »

« Ya. Eur c’houil a zo e troad he falz, hag e-keit ha ma vezo ar c’houil-ze eno, den ne vezo trec’h d’ezi. »

« Te eo va zeñzor, va c’halon. Panevedout e vijen maro n’ouzon ket pegeit ’zo. Met pa vezo maro da vamm, e vevimp eürus war an tamm douar-mañ. Bremañ e ouezin penaos ober. »

Ha d’ar c’herc’h antronoz ; ar wrac’h da genta. Garhir war he lerc’h. Ar wrac’h ne zaleas ket da vont pell a-raok Garhir, hag hi :

« Diegus omp hirio, Garhir. »

« Petra ’leverez, gwrac’h ? »

Hag heñ ha redek etrezek enni, tenna he falz diganti, didroada ar falz ha laza ar c’houil.

« Medomp adarre, » eme C’harhir.

« Ne rin ket pelloc’h, » emezi ; « eren a rin war da lerc’h. Laka eun azez, ha chom da ziskuiza. »

« N’em eus ket ezomm da ziskuiza tamm ac’han da gala-goañv. »

« Kae kuit pa gari : da goumanant az pezo memes tra, evel ma vije deuet kala-goañv… Mar touez d’in na gonti netra da zen diwar va fenn ken a vezin maro, (hag a-barz pell e varvin, rak koz-koz oun), me a roio da c’hobr d’it hag e c’helli mont d’ar gêr. »

« Koz, gwrac’h, c’houi ’lavar. Pet bloaz eta ? »

« Ouspenn nao-ugent. Tou na lavari da zen, ha va buhez a zisplegin d’it. »

« Den ne glevo. »


Hag hi neuze :

Dizenoret e voen gant eur paotr yaouank eus a gichen du-mañ. Ha me kuit eus ar gêr. O vont gant an hent e tigouezis gant eur marichal.

« Bez’ az pezo ? » emezañ.

« Petra ? » emezoun.